Poursuivez la découverte de la fête à l’aide du configurateur de séjour. Vous pouvez y accéder en cliquant ici !
Lerc’h-ouzh-lerc’h e vo strolladoù, lazioù-kanañ, sonadegoù hag arvestoù, pe e vefent war ul leurenn vras pe war ur sichenn vihan, dindan un deltenn-gabared, war bourzh ur vag, pe c’hoazh war vale.
BREST 2008, evel nep gouel poblek bras, a ro ur plas bras da ganerien ha da lazioù-seniñ ar straedoù…
Liesdoare eo ar programm, hag ez eo : kanaouennoù martoloded evel-just, peogwir eo liammet ar gouel ouzh ar mor, gant ul lodenn vras gouestlet d’ar strolladoù "amatourien", ha da skipailhoù ar bigi ivez, a c’hello kanañ a-bouez-penn en aergelc’h tomm ar "Bodega"...
Hag ivez lazioù-seniñ ha strolladoù jazz, ha neuze "sonerezhioù morioù ar bed", gant strolladoù ha sonerien eus Galiza, Norvegia, Viêt Nam, pe Madagaskar peurgetket. Ha goude-se, evel-just ha rezon, sonerezh Breizh hag ar broioù keltiek e kement stumm zo dezhañ, eus an hini hengounelañ d’an hini modernañ.
Elfennoù kentañ ar programm e-kerzh 2007.